Ul luskad sokial bras a zo kaset get ar vedisinourion dizalc'h
Ul luskad sokial a zo kaset get ar vedisinourion dizalc’h etre ar 5 hag ar 15 a viz Genver.
Tro-dro 20 000 medisinourez ha medisinour o deus disklêriet kemer perzh d’ar luskad hervez al lec’hienn « medecins en grève » met gellet a rahe bout uheloc’h ar sifr e wirionez. Lod anezhe a vo é vanifestiñ e Pariz àrc'hoazh.
Emaint é stourm doc’h div lezenn nevez a zo pennadoù kudennek enne herveze : al lezenn argantaouiñ ar surentez sokial hag al lezenn a-enep ar floderezh sokial.
Muioc'h a zisplegadennoù get Valentine Braud, medisinourez jeneralist en Oriant anezhi.